Ni, izili an emsav-bed evit diorren an Esperanteg, yezh etrebroadel, a gomz, dre hanterouriezh an disklêriadur-mañ, ouzh an holl c'houarnamantoù, an holl aozadurioù etrebroadel hag an holl dud a youl vat, a zisklêr bezañ stag ouzh ar palioù termenet amañ dindan, hag a bed pep aozadur ha pep hinienn da zont da strivañ war an tu-se ganimp.
E 1887 e oa bet lakaet da raktres ober gant an Esperanteg evel yezh skoazell evit ar c'hehenterezh etrebroadel. Deuet eo buan da vezañ ur yezh vev, stank hec'h arlivioù. Abaoe ouzhpenn ur c'hantved ez a an Esperanteg en-dro ha tostaat a ra an dud an eil ouzh egile dreist an harzoù sevenadur ha yezh. Palioù he c'homzerien, e keit-se, n'eo ket bet kollet o fouez gante, ha talvezout a reont atav kement evit an amzer a-vremañ. N'eo nag implijout un nebeud yezhoù bro evel yezhoù etrebroadel, nag an araokadennoù teknikel war ar c'hehenterezh, nag ijinañ doareoù nevez da gelenn ar yezhoù hag a ray d'ar reolennoù amañ da heul bezañ sevenet, reolennoù diazez anezhe, en un urzh reizh hag efedus evit ar yezhoù.
Demokratelezh Enepdemokratel he diazezoù eo ur reizhiad kehentiñ hag a vez atav spletusoc'h evit keodedourien zo, hag a c'houlenn bloavezhioù a strivoù digant re all evit tizhout ul live izeloc'h a-fed efedusted. Daoust ma n'eo ket an Esperanteg ur yezh klok, evel an holl yezhoù, ez a kalz pelloc'h evite evel doare kehentiñ hag a lak an dud keit-ha-keit er bed.
Disklêriañ a reomp e vez degaset, gant an digempouez etre ar yezhoù, un digempouez kehentiñ e pep keñver, war an dachenn etrebroadel hag all. Hon emsav a stourm a-du gant un doare kehentiñ demokratel.
Un deskadurezh dreist ar broadoù An holl yezhoù kenelel zo stag ouzh sevenadurioù zo ha broadoù zo. Da skouer, gant ar skoliad a studio ar saozneg e vo dizoloet ivez ar sevenadur, an douaroniezh ha reizhiadoù politikel ar broioù ma vez saozneg enne, ha dreist-holl re ar Stadoù-Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet. Ar skoliad a studio an Esperanteg avat a zizoloio ur bed hep harzoù ma vo en e vleud e pep bro.
Bez' e lavaromp e vo roet dre ret ur sell 'zo war ar bed gant an deskadurezh en ur yezh 'zo. Hon emsav a stourm a-du gant un deskadurezh dreist ar broadoù.
Efedusted a-fed kelenn Nebeut-tre eus an dud a zesk ur yezh estren a zeu a-benn da vestroniañ anezhi e gwirionez. An Esperanteg avat a c'haller dont a-benn da gomz aes da vat, evit unan a zesk e-unan zoken. Studiadennoù a bep seurt a ziskouez eo talvoudus an Esperanteg da zeskiñ yezhoù all war-lerc'h. Erbedet eo bet ivez evel elfenn a-bouez e-barzh kentelioù da zigeriñ war ar yezhoù estren.
Lavarout a reomp e chomo atav ar yezhoù kenelel evel ur skoilh evit ar skolidi a c'hallfe koulskoude tennañ gounid eus un eil yezh.Hon emsav a stourm a-du gant un doare efedus da gelenn ar yezhoù.
Liesyezhegezh Kumuniezh an esperantegourien zo unan eus an nebeud re er bed hag a zo div- pe liesyezhek o holl izili. Pep hini anezhe en deus strivet da zeskiñ ur yezh estren da nebeutañ betek ul live mat a-walc'h evit kehentiñ. Ha kement-se a ra da galzik anezhe deskiñ ha karout meur a yezh estren ha dre vras e tigor o bed hiniennel d'an dud.
Lavarout a reomp e tlefe gallout an holl re a gomz ur yezh bennak, ha pa vefe komzet gant kalz pe nebeut a dud, kaout an tu da zeskiñ un eil yezh ha d'ober ganti evel doare kehentiñ a live uhel. Hon emsav a stourm evit ma vefe roet an tu-se d'an holl.
Gwirioù yezh Disurentez a vez degaset war tachenn ar yezhoù gant an digempouez etre o nerzhioù, ha dre ar yezh ivez e vez gwasket en ur mod ul lodenn vras eus an dud er bed. E kumuniezh an Esperanteg en em gav an holl dud, ha pa gomzfent yezhoù kreñv pe get, ofisiel pe get, war un dachenn neptu a-drugarez d'ar youl da gas ar c'henemglev-se da benn. Ur c'hempouez a'r seurt-se etre gwirioù, kiriegezhioù ha kargoù ar yezhoù zou un andon evit klask disoc'hoù da gudennoù ar yezhoù ha d'an emgannoù etreze.
Lavarout a reomp eo diasur, en abeg d'an digempouez etre ar yezhoù, gwarantiñ e vefe damantet an holl koulz-ha-koulz hep diforc'h ebet abalamour d'o yezhoù (evel ma c'houlenn ar skridoù etrebroadel). Hon emsav a stourm a-du gant ar gwirioù yezh.
Liested ar yezhoù Ar gouarnamantoù stad a sell ouzh liested ar yezhoù evel ouzh ur skoilh d'ar c'hehentiñ ha d'an araokaat. E kumuniezh an Esperantegourien e weler kentoc'h un andon pinvidigezh ret ha dihesk. Gant se e tegas pep yezh, evel pep boud bev, he zalvoudegezh hag e tellez bezañ gwarezet ha skoazellet.
Lavarout a reomp e vo kondaonet d'ar marv ar pep brasañ eus ar yezhoù er bed gant ar politikerezhioù kehentiñ hag araokaat ma ne vezont ket diazezet war an doujañs hag ar skoazell d'an holl yezhoù. Hon emsav a stourm a-du gant liested ar yezhoù.
Dishualañ an dud Gant pep yezh e vez kabestret ha digabestret o c'homzerien war un dro, en ur reiñ an tu dezhe da gehentiñ etreze hag en ur virout oute da gehentiñ gant komzerien all. An Esperanteg zo bet savet evit bezañ un doare kehentiñ a c'hall bezañ desket aes gant an holl ha mont a ra en-dro ar raktres bras-se evit dishualañ an dud, ur raktres a roy tu da bep keodedour da gemer perzh evel hinienn e kumuniezh mab-den, en ur virout e wrizioù yezh ha sevenadur, met ne vo ket harzet gante.
Lavarout a reomp e tegas an unyezhegezh bevennoù d'ar frankizoù ezteurel, kehentiñ hag en em vodañ. Hon emsav a stourm a-du evit dishualañ an dud.